Liorzh Rosa Mir zo ul liorzh lec'hiet e karter La Croix-Rousse e Lyon. Krouet eo bet gant Jules Senis. Ul liorzh vihan e porzh diabarzh ur c'hendi eo, lec'hiet e niverenn 83, Grande rue de la Croix-Rousse. Ne vez ket graet war-dro reoliek, ha hiziv an deiz e vez kempennet gant implijidi ti-kêr Lyon.

Unan eus alezioù liorzh Rosa Mir

Krouet eo bet gant Jules Senis (1913-1983), hag eñ artizan mañsoner ha karrezer, hag a zeuas da repuiñ e Lyon goude brezel diabarzh Spagn. Gouestlet en deus ugent bloavezh diwezhañ e vuhez da sevel al liorzh burzhudus-se, a-benn enoriñ e vamm, Rosa Mir Mercader hec'h anv, hag ar Werc'hez Vari.

Gant ur c'hrign-bev e oa tapet Jules Senis ha dont a reas a-benn d'en em dennañ goude meur a vloaz en ospital. Touet en doa e savfe ul liorzh mar deufe a-benn d'en em dennañ, ha setu penaos e krouas liorzh Rosa Mir.

Al liorzh

kemmañ

Ul liorzh enni meur a golonenn ha meur a dreuzadenn eo. An holl anezho zo goloet gant kregin-mor ha tammoù mein.

400 m² eo gorread al liorzh, ha merzet e vez e voe levezonet Senis gant savouriezh Spagn, dreist-holl ar pezh a savas Antoni Gaudí (park Guel hag ar Sagrada Família).

Tennañ a ra ivez d'ar pezh a savas Ferdinand Cheval, met e liorzh Rosa Mir ez eo ar vokederezh ha frammoù kinklet a zo bet lakaet war wel.

Emañ a liorzh war roll ouzhpenn ar savadurioù istorel, ha perc'hennet eo gant kêr Lyon abaoe 1983.


Titouroù pleustrek

kemmañ

Al liorzh a c'haller gweladenniñ da Sadorn (3 eur - 6 eur goude kreisteiz) etre ar 1 a viz Ebrel hag an 30 a viz Du.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.