Listenn c'hoarioù video Battlestar Galactica
Un toullad c'hoarioù video a zo bet a-ziwar bed ar stiradoù skinwel Battlestar Galactica.
Tachenn | skiant-faltazi |
---|
Stirad orin
kemmañ"Space Battle" & "Space Attack"
kemmañMattel en devoa sevenet ur c'hoari anvet Space Battle evit Intellivision, ha Space Attack a oa war ar savenn Atari VCS/2600. Ar c'hoarioù a oa diazezet war ar stirad skinwel orin. Dre ur gudenn a wirioù e voe ret cheñch an anvioù ha kemmañ nebeut ar grafikoù evit chom hep bezañ maez lezenn.
Stirad adsavet
kemmañBattlestar Galactica (2003)
kemmañBerzh ar ministirad 2003 Battlestar Galactica a zegasas ur c'hoari war ar PlayStation 2 gant Sony ha war an Xbox gant Microsoft. Ar c'hoarierien a gemere roll ar C'homandant Adama pa oa nijer-brezel egorel en e yaounkiz.
Ar pal a oa talañ ouzh tagadennoù listri egorel ar re Cylon. Dre istor ar c'hoari e oa tu heuliañ red-buhez Adama evel milour e-pad ar C'hentañ Brezel Cylon. Gant ma oa sañset bezañ ar c'hoari diazezet war ar stirad adsavet, adkavout a reer lodennoù eus ar stirad diazez. Gouennoù alien a vez gant o teknologiezhoù ar pezh ne oa ket adkavet er stirad adsavet. Mouezh Dirk Benedict a zo bet implijet evit roll al letanant Starbuck, hini Richard Hatch evit ar C'habiten Apollo padal aktourien nevez a oa bet implijet er stirad adsavet. Kuzhet e oa an dudennoù-se ha ret e oa implij kodoù evit lakaat anezho war-raok. Sevenet e oa bet ar c'hoari gant VU Games ha Warthog Games.
Battlestar Galactica Deadlock (2017)
kemmañBattlestar Galactica Deadlock zo ur c'hoari video strategiezh embannet d'ar 1añ a viz Gwengolo 2017 war Microsoft Windows. Lec'hiet e-pad ar C'hentañ Brezel Cylon reiñ a ra an tu d'ar c'hoarier da vezañ un amiral penn-brezel trevadennel o stourm gant flodadoù brezel an 12 Trevadenn a-enep an enebourien Cylon. Sevenet eo gant ar studio aostralian Black Lab Games hag embannet gant ar studio saoz Slitherine Software.
Battlestar Galactica Deadlock a zo diazezet war an emgannoù en egor e tri-ment. Lies eo al listri-egor trevadennel a c'heller kas en emgannoù, ar pal a zo da drec'hiñ ar flodadoù robotoù Cylon a-raok ma vefe riset an trevadennoù denel gante.