Livia della Rovere
Livia della Rovere (Pesaro, 16 a viz Kerzu 1585 – eno, 6 a viz Gouhere 1641) a oa ur briñsez italian eus an tiegezh della Rovere, anezhi diwezhañ dugez Urbino (1599-1631).
He buhez
kemmañMerc'h henañ Ippolito della Rovere, markiz San Lorenzo in Campo, e oa. E dad a oa mab divastardet ar c'hardinal Giulio della Rovere, hag Isabella Vitelli, markizez dell'Amatrice. Ur breur he doa, Giulio, markiz San Lorenzo in Campo ha dell'Amatrice, ha peder c'hoar da vihanañ :
- Lucrezia, pried da Marcantonio Lante, markiz San Lorenzo in Campo, ha mamm da Ippolito Lante Montefeltro della Rovere, dug Bomarzo ha diazezour an tiegezh Lante Montefeltro della Rovere ;
- Elisabetta, marvet en-bugel ;
- Eleonora ha Livia, leanezed e manati Corpus Domini, e Pesaro.
Un dugelezh
kemmañE 1570 e voe dimezet Francesco Maria II della Rovere, dug Urbino, da Lucrezia d'Este (1535 – 1598), merc'h da Ercole II d'Este, dug Ferrara. Ur gwall zimeziñ e voe : kalz koshoc'h e oa ar wreg eget an ozhac'h, naplezek e oa Francesco Maria, reiñ a reas e gleñved d'ar paourkaezh Lucrezia, ha divugel e chomjont.
Dispartiañ a rejont e 1578, hep gallout dizimeziñ avat. Distreiñ a reas Lucrezia da Ferrara, ma varvas e 1598.
He bloavezhioù diwezhañ
kemmañEn em dennañ a eure Livia da Gastelleone, er palez della Rovere savet gant he zad. Mervel a reas eno e Gouhere 1641. Beziet e voe en iliz Pesaro gant menec'h ar c'h-Corpus Domini, hervez he youl[1].
Perc'hennez e oa d'ur bern oberennoù arzel.
Notennoù
kemmañ- ↑ (it) Giovanna Solari, 22 Storie dei Duchi di Urbino tra il Sole e la Luna', Mondadori, Milano 1973, p. 389.