Lizher da Filemon
Unan eus an tri lizher bet skrivet gant Sant Paol pa oa prizoniad e Roma (60-62[1] pe 61-63[2]) eo al lizher da Filemon.
Eus memes rummad hag al lizher d'an Efezidi hag al Lizher d'ar Goloseidi e vefe eta hervez La Bible de Jérusalem[2]. Emañ e Testamant Nevez ar Bibl.
Berr eo al lizher-mañ. Setu penaos e vez kinniget gant Maodez Glanndour[3] :
« Ur bilhed berr n'eo ken evit goulenn digant Filemon, unan eus kristenion Kolosae, reiñ frankiz d'e sklav Onezimoz. Hemañ goude e laerezh, a zo tec'het kuit eus ti e vestr. Paol, goude kaout anezhañ, en deus e droet d'ar feiz. Bremañ, petra ober ? Adkas Onezimoz d'e vestr ? Ma plijfe da hemañ diskouez trugarez e-keñver e sklav e vefe sur-mat kristenoc'h. »
Ouzhpennañ a ra La Bible de Jérusalem[4] e tiskouez al lizher-mañ pegen kizidik e oa an abostol e-keñver an dud, ha kadarnaat a ra e sell war ar sklaverezh.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ (br) Maodez Glanndour, "Digoradur da lizheroù Sant Paol", eil lodenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p. 354
- ↑ 2,0 ha2,1 (fr) La Sainte Bible, Cerf, 1961, p. 1487
- ↑ (br) Maodez Glanndour, "Digoradur da lizheroù Sant Paol", eil lodenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p; 356
- ↑ (fr) La Sainte Bible, Cerf, 1961, p. 1488