Lizherenneg an esperanteg
Skrivet e vez an esperanteg gant 28 lizherenn. 22 anezho a zeu war-eeun eus al lizherenneg latin diazez, hag ar 6 all ivez met un tired a zo ouzhpennet dezho. Pep hini eus an 28 lizherenn-se, pe e vefe tiredek pe ne vefe ket, a zo ur gwir lizherenn (eleze e vez sellet bepred ouzh 'ĉ' da skouer evel ur gwir lizherenn ha n'eo ket evel "ur seurt 'c'") hag he deus he flas dezhi hec'h-unan e-barzh urzh al lizherenneg.
Lizherenneg
kemmañHeñvel eo lizherennoù an esperanteg ouzh al Lizherenneg fonetik etrebroadel, nemet al lizherennoù ŝ [ʃ], ĉ [ʧ], c [ʦ], ĵ [ʒ], ĝ [ʤ], ŭ [w], ĥ [x].
(Lizherennoù bras) |
(Lizherennoù bihan) |
Distagadur
kemmañAl lizherenneg klok a zo 28 lizherenn enni neuze ; distaget e vezont holl bepred (n'eus lizherenn vut ebet) ha fonetik rik eo al lizherennog, da lavaret eo e klot ul lizherenn hag unan hepken gant ur son roet hag en tu gin e klot ur son hag unan hepken gant ul lizherenn roet.
Setu amañ an 28 lizherenn hag o distagadur :
Lizherenn vihan | Lizherenn vras | Distagadur LFE | Distagadur SAMPA | Skouerioù (e brezhoneg) |
---|---|---|---|---|
a | A | /a/ | /a/ | atav |
b | B | /b/ | /b/ | bihan |
c | C | /ts/ | /ts/ | tsar |
ĉ | Ĉ | /tʃ/ | /tS/ | tchek |
d | D | /d/ | /d/ | du |
e | E | /e/ pe /ɛ/ | /e/ pe /E/ | esperanteg |
f | F | /f/ | /f/ | frouezh |
g | G | /g/ | /g/ | goañv |
ĝ | Ĝ | /dʒ/ | /dZ/ | John |
h | H | /h/ | /h/ | hir |
ĥ | Ĥ | /x/ | /x/ | c'hoazh |
i | I | /i/ | /i/ | ijin |
j | J | /j/ | /j/ | yaouank |
ĵ | Ĵ | /ʒ/ | /Z/ | jabadao |
k | K | /k/ | /k/ | karantez |
l | L | /l/ | /l/ | leon |
m | M | /m/ | /m/ | mor |
n | N | /n/ | /n/ | nijal |
o | O | /o/ pe /ɔ/ | /o/ pe /O/ | orjal |
p | P | /p/ | /p/ | peoc'h |
r | R | /r/ pe /ʁ/ | /r/ ou /R/ | ("ruilhet" e vez an r) raden |
s | S | /s/ | /s/ | skoaz |
ŝ | Ŝ | /ʃ/ | /S/ | chokolad |
t | T | /t/ | /t/ | triskell |
u | U | /u/ | /u/ | oulm |
ŭ | Ŭ | /w/ | /w/ | gwad |
v | V | /v/ | /v/ | vakañsoù |
z | Z | /z/ | /z/ | zoken |
Anv pep vogalenn a c'hoarvez eus ar vogalenn-se traken : a, e, i, o, u. Savet e vez anvioù ar c'hensonennoù dre stagañ un "o" ouzh ar c'hensonennoù-se : bo, co, ... ŭo,... zo.
An ŭ a zo an hantergensonenn a vez ganti er strolloù aŭ (evel e-barzh daou) hag eŭ (evel e-barzh blev) dreist-holl.
N'eus ket eus al lizherennoù q, w, x, ha y en esperanteg. Bez' e c'heller kaout ezhomm anezho evit arroudennoù e yezhoù all pe e matematik. En degouezh-se e vez distaget o anvioù evel hen :
Q - kuo W - duobla-vo pe ĝermana vo X - ikso Y - ipsilono pe i greka
Erlec'hiañ
kemmañEn tipografiezh e ranker lakaat un dra bennak all e lec'h al lizherennoù tiredek pa ne vez ket an arouezennoù ret en hor c'herz. N'heller ket chom hep lakaat tamm tired ebet hep reiñ an tu da lakaat kemm etre lizherennoù disheñvel.
Ar sistem H
kemmañEn hentenn erlec'hiañ aliet gant L. L. Zamenhof, krouer an esperanteg, e vez lakaet al lizherennoù hep tired heuliet gant al lizherenn h e-lec'h al lizherennoù tiredek, nemet evit an ŭ a vez erlec'hiet al lizherenn u hep tired outañ peogwir ne sav kazimant kudenn ebet evit kompren :
- serĉi (klask) → serchi
- manĝi (debriñ) → manghi
- ĥirurgio (surjianerezh) → hhirurgio
- ĵurnalo (kazetenn) → jhurnalo
- ŝuo (botez) → shuo
- malgraŭ (daoust) → malgrau
Ar sistem X
kemmañDa vare ar c'hod ASCII e oa bet savet meur a hentenn all. An hentenn-X eo an hini he deus graet ar muiañ a verzh. Al lizherenn x ha ne vez ket graet ganti er gerioù esperantek, a gemer neuze lec'h an h, ha graet e vez ganti goude an u ivez. Gant an hentenn-se e c'heller implij treuzkemmerioù emgefreek efedus tra ma sav kudennoù pa glasker treuzkemmañ ent-emgefreek gerioù a-giz flughaveno (flug + haveno : aerborzh), longhara (long + hara : blev hir dezhañ/i), dishaki (dis + haki : dispenn gant ur vouc'hal), chashundo (chas + hundo : ki hemolc'h), ha re all c'hoazh a zo enno an h ur gwir lizherenn ha n'eo ket erlec'hiadur tired al lizherenn a zo araozi.
- serĉi (klask) → sercxi
- manĝi (debriñ) → mangxi
- ĥirurgio (surjianerezh) → hxirurgio
- ĵurnalo (kazetenn) → jxurnalo
- ŝuo (botez) → sxuo
- malgraŭ (daoust) → malgraux
Unicode
kemmañMet bremañ pa vez graet muioc'h-mui gant an Unicode e teu aesoc'h-aesañ skrivañ lizherennoù tiredek an esperanteg dre urzhiataerez. Dre se e krog implij an erlec'hiadurioù da vont diwar wel.
Kodoù Unicode (degel) al lizherennoù tiredek | |||
---|---|---|---|
Ĉ | 264 | ĉ | 265 |
Ĝ | 284 | ĝ | 285 |
Ĥ | 292 | ĥ | 293 |
Ĵ | 308 | ĵ | 309 |
Ŝ | 348 | ŝ | 349 |
Ŭ | 364 | ŭ | 365 |
En HTML e vez ganet lizherennoù tiredek an esperanteg gant ar c'hodoù-se pa ouzhpenner &# araozo hag ur pik-virgulenn en o goude ; e "Visual Basic" e vez graet gant ar c'hodoù-se e-giz argumant eus ar fonksion chrW( ) ; h.a.
- Da skouer : Ŝ a c'heller kaout gant Ŝ en HTML, ha gant chrW(348) e V.B. ...
Treuzkemmerioù
kemmañBez' ez eus treuzkemmerioù a ro an tu da dremen aes eus an eil sistem d'egile. Setu amañ unan evit tremen eus ar sistem X d'an Unicode : [1]
Gwelet ivez
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- Selaou al lizherenneg en esperanteg.