Lizherenneg c'hresianek ar c'hornôg

Lizherenneg c'hresianeg ar c’hornôg a oa anezhi unan eus doareoù hen lizherennegoù gresianeg bet implijet tro-dro d’ar 8-5vet kantved a-raok ar varevezh voutin e Euboea hag e lec’hioù all e kornôg Aten, dreist-holl el lec’hioù en Italia bet trevadennet gant Gres.

Dont a reas unan eus an doareoù all, hini ar reter implijet en Anatolia, da vezañ al lizherenneg klasel boutin pa oa bet kroget d’ober ganti en Aten ha tamm ha tamm eo hounnezh an hini a veze implijet e pep lec’h ma veze komzet gresianeg betek ma chomas diimplij lizherenneg ar c’hornôg tro-dro d’ar 4re kantved a-raok ar varevezh voutin.

Peuzheñvel e oa lizherenneg gresianeg ar c’hornôg ouzh al lizherenneg etruskek kozh, estreget ar fed ma veze implijet al lizherenn Ξ ha stumm al lizherenn Z hag a vane tost c’hoazh d’al lizherenn fenisek zayin.

Setu roll al lizherennoù a veze implijet gant lizherenneg ar c’hornôg treuzskrivet hervez stummoù anavezetañ lizherenneg ar reter

ΑΒΓΔΕϜΖΗΘΙΚΛΜΝΟΠϺϘΡΣΤΥΧΦΨ

da lâret eo, implijet e veze c’hoazh al lizherennoù bremañ diamzeret digamma, san ha qoppa met ne veze ket implijet na Ξ na Ω. Ouzhpenn-se, tostoc’h e oa stumm Δ ouzh hini al lizherenn latin D. Dont a ra stumm ar Σ implijet gant al lizherenneg gresianek klasel diwar hini lizherenneg ar c’hornôg kentoc’h evit hini ar reter, anvet sigma loarel, hag a oa tostoc’h he stumm ouzh al lizherenn latin C. Skrivet e veze ivez a-wechoù al lizherenn Ρ en un doare tostoc’h diouzh hini al lizherenn latin R.

Setu stumm lizherennoù lizherenneg ar c’hornôg (skrivet en urzh a dehoù da gleiz):

Ψ Φ Χ Υ Τ Σ Ρ Ϙ Ϻ Π Ο Ν Μ Λ Κ Ι Θ Η Ζ Ϝ Ε Δ Γ Β Α

Ret eo goût e veze distaget en ur mod disheñvel diouzh boazioù distagañ lizherenneg ar reter lizherennoù zo hervez boazioù ar c’hornôg: Η a veze distaget [h] ha Χ a veze distaget [ks] (o klotañ gant distagadur al lizherenn Ξ e lizherenneg ar reter) ha Ψ a veze distaget [kʰ], (o klotañ gant distagadur al lizherenn Χ e lizherenneg ar reter).

Gwelet ivez

kemmañ
  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.


Liammoù diavaez

kemmañ