Loargann
Al loargann, pe loarwenn, pe loargant, eo ar sklêrijenn, ar gouloù taolet gant al Loar war an Douar e-pad an noz. E gwirionez ne deu ket ar gouloù-se eus al loar met eus dasked an heol war al loar. Bez ez eo ivez ar marevezh eus al loariad pa vez gwelet al loar en he c'hann.

Loarwenn gant ur c'helc'h

Daou zen o sellout ouzh kann al loar, gant Caspar David Friedrich.
Awenet eo bet ar varzhed hag ar sonerien gant al loargann.
YezhAozañ
Gerioù heñvelster arallAozañ
- Kann al loar
- Sklêrijenn al loar.
- (ar) Sklaer-loar.
GerdarzhAozañ
- Loargann pe loargant? Peurvuiañ e weler, er ger, pe kann, evel e gwenn-kann, pe kant, a dalv kement ha kelc'h. Neuze ivez, kann al loar pe kant al loar?
Oberennoù diwar-benn loarwenn pe loargannAozañ
- Ar Mondscheinsonate (Sonatenn al Loargann), gant Beethoven.
- Gwelout ivez: