Loargann
(Adkaset eus Loarwenn)
Al loargann, pe loarwenn, pe loargant, eo ar sklêrijenn, ar gouloù taolet gant al Loar war an Douar e-pad an noz. E gwirionez ne deu ket ar gouloù-se eus al loar met eus dasked an heol war al loar. Bez ez eo ivez ar marevezh eus al loariad pa vez gwelet al loar en he c'hann.
Awenet eo bet ar varzhed hag ar sonerien gant al loargann.
Yezh
kemmañGerioù heñvelster arall
kemmañ- Kann al loar
- Sklêrijenn al loar.
- (ar) Sklaer-loar.
Gerdarzh
kemmañ- Loargann pe loargant? Peurvuiañ e weler, er ger, pe kann, evel e gwenn-kann, pe kant, a dalv kement ha kelc'h. Neuze ivez, kann al loar pe kant al loar?
Oberennoù diwar-benn loarwenn pe loargann
kemmañ- Ar Mondscheinsonate (Sonatenn al Loargann), gant Beethoven.
- Gwelout ivez: