Loch Deirgeirt
Loch Deirgeirt (Lough Derg e saozneg) zo ul lenn e-kreiz Iwerzhon. An eil lenn vrasañ eo e Republik Iwerzhon hag an trede lenn vrasañ en enez a-bezh, gant ur gorread a 118 km². Emañ er gwalarn da gêr Luimneach (Limerick), etre kontelezh Tiobrad Árann, kontelezh Gaillimh ha kontelezh An Clár. Tremen a ra An tSionainn, stêr vrasañ Iwerzhon, drezi.