Loch Súilí
Loch Súilí, pe Loc’h Súilí (saoznekaet e Lough Swilly), zo un doare fjord bras e hanternoz Iwerzhon, etre gourenez Fánaid, er gornaoueg, ha gourenez Inis Eoghain, er reter, e kontelezh Dún na nGall.
E digor al loc’h ez eus ur beg-douar a bep tu : Cionn Fhánada, gant un tour-tan brudet, er gornaoueg, ha beg Dún Damh er reter. War lez al loc’h e kaver meur a gêr grenn : Bun Cranncha er reter, Ráth Mealtain er gornaoueg ; e goueled al loc’h, er c’hreisteiz, emañ Leitir Ceanainn.
Etre 1922 ha 1938 e oa e Loch Súilí ur bon gant arme Breizh-Veur, unan eus ar re a oa bet aotreet gant Stad Dieub Iwerzhon, da vare savidigezh ar stad-se.
Brudet eo al loc’h evel ul lec’h ma weler kalz loened hag evned : morhoc’hed, reuniged, gwazi, elerc’h. Er c’hreisteiz anezhi e oa gwechall meur a enezenn a zo bet staget ouzh an douar-bras, war-bouez unan a zo chomet disparti, An Inse, hag aet eo an douaroù tro-dro d’ober polderioù, douaroù izel ha gleb.