Inis Eoghain
Inis Eoghain (Inishowen e saozneg) zo ul ledenez e hanternoz Iwerzhon, e kontelezh Dún na nGall. Brasañ ledenez Iwerzhon eo. Er beg pellañ anezhi emañ Cionn Mhálanna, beg-douar norshañ ar vro. El ledenez e kaver ivez tevennoù traezh bras hag er c'hreisteiz emañ kreñvlec'h Grianán Áiligh, ur savadur mein bras eus ar VIvet kantved.
Ul ledenez 884 km² he gorread eo Inis Eoghain. En norzh dezhi emañ ar Mor Atlantel, er reter Loch Feabhail ("Lough Foyle"), hag er c'hornôg emañ Loch Súilí ("Lough Swilly"). Er su emañ ar peurrest eus kontelezh Dún na nGall. Goude an oadvezh-skorn diwezhañ e oa ur gwir enezenn eus Inis Eoghain, troc'het diouzh douar-bras Iwerzhon.
Emañ an darn vrasañ eus an annezidi o chom war an aod, e kêrioù bihan. E-kreiz al ledenez ez eus menezioù izel, an hini uhelañ anezho o vezañ Sliabh Sneachta ("menez an erc'h") hag a dap 619 metr uhelder.