Loeiz V (roue Frankia ar C'hornôg)

(Adkaset eus Loeiz V (Bro-C'hall))

Loeiz V lesanvet Loeiz an Didalvez (ganet war-dro 967- marvet d’an 22 a viz Mae 987[1]), roue ar Franked. Loeiz V a oa mab da Lotar ha da Emma Italia. Berrentez e ren a dalvezas e lesanv dezhañ moarvat.

E vuhez kemmañ

En 982, pa oa 15 vloaz, e timezas da Adelaid Anjev, anvet ivez Blanche, merc'h da Foulk II, kont Anjev, he devoa tost ugent vloaz warnañ. C'hoar e oa da Jafrez Grisegonelle ha da eskob Le Puy, Guy d'Anjou, hag intañvezet e oa div wech. Ne badas ket an dimeziñ, re yaouank ar gwaz, ha re droet da vambochat, dispartiañ a rejont daou vloaz goude .

Pa varvas e dad d'an 2 a viz Meurzh 986, ne savas skoilh ebet ouzh e gurunidigezh dre ma oa bet sakret roue pell a oa.

Prest e oa Loeiz V da genderc'hel gant stourm e dad ouzh an impalaer santel evit Lorraine ha gervel a reas arc'heskop Reims dre ma oa hemañ a-du gant an Ottoned. Met mervel a reas a-daol-trumm en ur gwallzarvoud chase e miz Mae 987.

Ar roue karolingat diwezhañ e voe.

¨Pennad kar kemmañ

Levrlennadur kemmañ

Notennoù kemmañ


En e raok:
Lotar
Rouaned ar Franked
 
986987
War e lerc'h:
Huon Capet