Louis Hémon (politiker)
Louis René Marie Mathurin Hémon (21 C'hwevrer 1844, Kemper - 4 Meurzh 1914, Pariz) a oa alvokad ha politiker. Kannad korn-bro Kemper e voe e-pad meur a vloaz, adalek 1876 ha betek 1912. Kuzulier kanton Fouenant e voe ivez ha kuzulier-kêr e Fouenant. Unan eus senedourien Penn-ar-Bed e voe etre 1912 ha 1914.
Ur republikan touet e oa, ha krouiñ ha ren a reas ar gelaouenn republikan Le Finistère (1872-1939)[1] Daoust da se e savas e vouezh er Gambr e 1903 pa voe kinniget gant ar ministr Émile Combes difenn ouzh ar veleien d'ober gant ar brezhoneg en ilizoù hag er c'hatekiz. Daou gannad eus Breizh a gemeras ar gaoz da sevel a-enep ar ministr : Ernest Lamy, eus ar Mor-Bihan, ha Louis Hémon, eus Penn-ar-Bed. Goulenn a reas Louis Hémon ma vije kelennet brezhoneg ha galleg d'ar vugale e Breizh-Izel. Aprouet e voe kinnig ar ministr Combes gant an darn vrasañ eus ar gannaded (339 mouezh a-du ha 185 a-enep), met ar gannaded eus an tu-kleiz eus Penn-ar-Bed a votas a-enep, asambles gant ar gannaded eus an tu-dehoù.[2].
Levrlennadur
kemmañ- Charles Trebaol, Louis Hémon (1844-1914): député et sénateur républicain et la vie politique dans la Cornouaille quimpéroise sous la IIIe république, tezenn istor renet gant Yves Le Gallo, Skol-veur Breizh-Izel, 1978.