Louis Lansana Beavogui

Louis Lansana Beavogui (28 a viz Kerzu 1923 - 19 a viz Eost 1984) a oa ur politikour eus Ginea, bet kentañ ministr ha prezidant en etrekarg en e vro.

Beavogui gant Gerhard Schröder e 1964

Maer Kissidougou e voe pa oa 31 bloaz ha dilennet e Bodadeg Vroadel Bro-C'hall e 1956, asambles gant daou gannad all, en anv Ginea C'hall. Goude dizalc'hiezh Ginea e voe ministr e gouarnamant Ahmed Sékou Touré. Mont a reas da vinistr kentañ Ginea d'ar 26 a viz Ebrel 1972 ha chom gant ar garg-se betek an 3 a viz Ebrel 1984. Goude marv Sékou Touré d'ar 26 a viz Meurzh 1984 e voe ivez lakaet da brezidant Ginea en etrekarg. Ur sizhunvezh goude, d'an 3 a viz Ebrel, e voe distroadet ha toullbac'het e Kindia da heul un taol-Stad aozet gant Lansana Conté ha Diarra Traoré. Kaset e voe da Gonakry abalamour da gudennoù yec'hed ha mervel a reas eno d'an 19 a viz Eost.