Louis de la Bourdonnais

Louis-Charles Mahé de La Bourdonnais a zo bet ganet e 1795 war Enezenn ar Reunion (anvet Enezenn Bourbon d'ar c'houlz-se) ha marvet d'an 13 a viz Kerzu 1840 e Londrez (Breizh-Veur). E dad-kozh Bertrand-François Mahé de la Bourdonnais a voe ur merdeer breizhat brudet.

Louis-Charles Mahé de La Bourdonnais

Mestrc'hoarier echedoù gall a-vicher, diskibl da Alexandre Deschapelles; gantañ e voe krouet e 1836 ar gazetenn gentañ gouestlet d'an echedoù: he zitl a oa "Le Palamède".

Adalek miz Mezheven 1834 betek miz Du e c'hoarias 88 partienn a-enep da Aleksandr MacDonnell; 44 partienn a voe gounezet gant de la Bourdonnais, 30 gant McDonnell, 14 a voe nul.

Sellet e vez outañ evel kampion (diofisiel) ar bed adalek 1821 betek e varv e 1840.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diavaez: Louis de la Bourdonnais e Chessgames

kemmañ