Louise Joséphine Bourgeois (25 a viz Kerzu 1911 e Pariz - 31 a viz Mae 2010 e New York) a zo un arzourez amerikan a orin gall[1] Louise Bourgeois en em stalias e 1938 e New York goude hec'h eured gant an istorour war an arzoù Robert Goldwater (1907-1973).

Louise Bourgeois
den
Rann eusSalvador Dalí & Louise Bourgeois Kemmañ
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs, Stadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denLouise Bourgeois Kemmañ
Anv ganedigezhLouise Joséphine Bourgeois Kemmañ
Anv-bihanLouise Kemmañ
Anv-familhBourgeois Kemmañ
LesanvBourgeois, Louise Joséphine, Goldwater, Louise Bourgeois, Goldwater, Mrs. Robert Kemmañ
Deiziad ganedigezh25 Kzu 1911 Kemmañ
Lec'h ganedigezh6th arrondissement of Paris Kemmañ
Deiziad ar marv31 Mae 2010 Kemmañ
Lec'h ar marvBeth Israel Medical Center Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvmyocardial infarction Kemmañ
Lec'h douaridigezhCutchogue Cemetery Kemmañ
PriedRobert Goldwater Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Tachenn labourKizellañ Kemmañ
ImplijerBrooklyn College Kemmañ
Bet studier daPaul Colin Kemmañ
Lec'h labourPariz, New York Kemmañ
Partner in business or sportSalvador Dalí Kemmañ
Perzhiad eDocumenta IX, Medusa, Bijoux et tabous, Jewelry by Contemporary Painters and Sculptors, Documenta 11, Say Hello, Wave Goodbye Kemmañ
Oberenn heverkMaman, The Welcoming Hands, Spider Kemmañ
Diellaouet gantArchives of American Art Kemmañ
Luskadabstract expressionism, feminist art, modernism, surrealism, abject art Kemmañ
Ezel eusAmerican Academy of Arts and Letters, American Academy of Arts and Sciences, American Abstract Artists Kemmañ
Tachennkenstrollad, figurative art, arz diheverz Kemmañ
Niverenn katalog257 Kemmañ
Deskrivet en URLhttp://atelier17.christinaweyl.com/artist-biographies/louise-bourgeois/, https://arteforadomuseu.com.br/artistas/louise-josephine-bourgeois/ Kemmañ
Dileuriet gantHauser & Wirth, Xavier Hufkens, Artists Rights Society, Peter Blum Gallery Kemmañ
Dileuriad ar gwirioù a aozerreproduction right represented by CISAC-member, The Easton Foundation, Artists Rights Society Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ
Teuliad arzour ePhiladelphia Museum of Art Library and Archives, Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library, Frick Art Research Library, College for Creative Studies Library Kemmañ
Louise Bourgeois

He buhez

kemmañ

He bugaleaj a gasas Louise Bourgeois e Choisy-le-Roi. Kempenn pallennoù-moger kozh a oa labour he zud, met hervezi ne voe ket levezonet gant o micher. Da zek vloaz koulskoude e krogas da sikour anezho. Pa oa bugel e verzas ivez e oa he noun karedig he zad hag e rae van he mamm nompas gouzout an dra-se, ha merket e voe gant an darvoud-se. E 1932 e tapas kaout he bachelouriezh hag e studias ar matematik er Sorbonne. Goude-se e pellaas diouzh an danvez, dre ma kave dezhi e oa re zamkanel. Neuze e stagas gant studioù arzoù e skol arzoù-kaer Pariz, hag e meur a akademiezh. E-touez he c'helennerien e voe Fernand Léger.

E 1937 e kejas ouzh an istorour war an arzoù Robert Goldwater. Er bloaz goude e timezjont hag en em staljont e New York. Eno eo e kejas ouzh arzourien al luskad dreistrealour, rak lod brasañ anezho o doa ranket tec'hout kuit eus Frañs abalamour d'an Eil Brezel-bed. He diskouezadeg kentañ a voe aozet e 1945.

Hec'h oberennoù

kemmañ

Holl hec'h oberennoù kentañ (tresadennoù, livadurioù hag engravadurioù) a voe diazezet war dodennoù evel ar ganadur, ar c'henel hag ar vammelezh. Peurliesañ e save maouezed-ti : bruched savet gant brik, bruskoù stummo diri pe dorioù dezho. Met diazezet eo ivez hec'h oberennoù war arouez ar fallus (an tad), anvet « plac'hig » ganti ha hini ar gevnidenn (ar vamm). Hervez Louise Bourgeois ez eo ar c'hevnid arouez ar mammoù : «rak mignonez wellañ ma mamm a oa ken sperederek, kempenn, poellek, talvoudus, habask ha ken rekis hag ur gevnidenn». Un arouez eus ar pallennoù-moger a veze kempennet gant he mamm e oa ivez (ar gwiad) hag eus kement tra a denne da se : nadozioù, neud.

Er bloavezhioù 1950 e savas delwennoù a denn da dotemoù levn ha kildroennek, diwar levezon al luskad dreistrealour. D'ar mare-se e oa Louise Bourgeois e-kreiz ur pennad hiraezh. Mankout a rae he familh ha he mignoned dezhi ha kregiñ a reas da sevel totemoù koad dezho stummoù tud : un doare da aroueziñ bezañs he mignoned e oa, hag un doare da bareañ war un dro.

E diavaez bed an arzoù e laboure Louise Bourgeois, ha ne voe ket aozet kalz diskouezadegoù eus hec'h oberennoù betek ma vije merzet he labour er bloavezhioù 1970. Neuze e kemmas he labour. Dodennoù he doa dambledet ganti betek-henn (ar grennardiezh, ar reizhelezh, ar familh, ar wregelezh hag an digenvez) a voe kavet stank en hec'h oberennoù. Hag he doare da labourat warno a cheñchas ivez : delwennoù-staliadurioù a savas diwar traoù liesseurt. Un diskouezadeg eus hec'h oberennoù a voe aozet er MoMA e 1982-1983.

 
Maman e National Gallery Kanada en Ottawa (Ontario)
 
Maman e mirdi Guggenheim Bilbao

En holl hec'h oberennoù e kaver roud eus he zraumaoù dezhi. Disheñvel eo memes tra he labour diouzh ar skeudennadur ger-ha-ger a gaver en oberennoù dreistrealour. Ur skouer arouezius eus ar roud-se eo he delwennoù kevnid.

Hec'h oberennoù

kemmañ
  • He Disappeared into Complete Silence (1947, adembannet e 2008)
  • Cumul I (1969)
  • La Destruction du père (1974)
  • rummad« Red Rooms » er bloavezhioù 1990
  • Precious Liquid (1992), Kreizenn Pompidou
  • Spider (1997)
  • Maman (2005), rummad delwennoù kevdnid bras-tre a c'haller gwelout en Ottawa, Bilbao, Tokyo, Seoul, Sant Petersbourg, Pariz[2].

E 1999 e resevas Louise Bourgeois Leon aour diskouezadeg daouvloaziek Venezia da enoriñ holl hec'h oberenn.

Levrioù

kemmañ
  • Louise Bourgeois, Marie-Claude Bernadac, Hans Ulrich Obrist : Destruction du père, reconstruction du père. Écrits et entretiens 1923-2000, embannadurioù Daniel Lelong.
  • Marie-Claude Bernadac : Louise Bourgeois, embannadurioù Flammarion.
  • Mâkhi Xenakis : Louise Bourgeois, l'aveugle guidant l'aveugle, embannadurioù Actes Sud - Galerie Lelong.
  • Louise Bourgeois : He Disappeared into Complete Silence, embannadurioù Dilecta, 2008.

Gwelout ivez

kemmañ
  • "Louise Bourgeois" ur film gant Camille Guichard, gant sikour Jerry Gorovoy ha Bernard Marcadé, 52mn, 1993, produet gant Terra Luna Films ha Kreizenn Georges Pompidou. Gwelout http://www.terra-luna.com/
  • Etre ar 5 a viz Meurzh hag an 2 a viz Even 2008 e voe aozet un diskouezadeg enni ouzhpenn 200 oberenn (tresadennoù, delwennoù, livadurioù, engravadurioù) gant Louise Bourgeois. Aozet e voe gant Kreizenn Georges Pompidou ha Hate Modern (Londrez). Gwelout : http://www.centrepompidou.fr/[3]
  • Marie-Jo Bonnet, "Les femmes artistes dans les avant-gardes", embannadurioù Odile Jacob

Notennoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ