Loulou Graffiti
Loulou Graffiti zo ur film gall, sevenet gant ar filmaozour breizhat Christian Lejalé e 1991.
Fichenn deknikel
kemmañ- Doare : Drama,
- Senario ha divizoù : Christian Lejalé,
- Kevredadoù produiñ : Canal Plus, Ciné Cinq, Cofimage 3, Greenwich Film Productions, , Hugo Films, Imagine 35 Productions, La Guéville, Procirep,
- Rener ar skeudenniñ : Laurent Dailland,
- Ijinourien ar son : Louis Gimmel ha Claude Villand,
- Aozer ar sonerezh orin : Yvan Cassar,
- Kinklourez : Véronique Barneoud,
- Frammerez : Monique Prim,
- Prantad filmañ : adalek ar 14 a viz Here betek ar 7 a viz Kerzu 1991,
- Lec'hioù filmañ : Gwizien, Hazhoù-Bazeleg, meur a lec'h e Roazhon (Il-ha-Gwilun), Pariz,
- Deiziad dont er-maez : 8 a viz Ebrel 1992,
- Padelezh : 90'.
An danvez
kemmañN'a ket gwall vat an traoù gant Juliette, kavadennerez diouzh he micher : emañ o paouez bezañ difredet gant Costandier, hec'h implijer hag en deus laeret tresoù he biñsaskell-gamera vihan diganti war un dro. Hag aet he mignon diouti 'zo kaeroc'h. Un noz e kej-hi gant Loulou Graffiti, ur marmouz dilu aet kuit eus Renerezh-Departamant an Aferioù Yec'hedel ha Sokial. Pique la Lune, un torfedour-barzh bras e galon ha tro ennañ, a dalv da dad d'ar paotr. Ne vag ket Juliette mignoniezh ouzh Pique la Lune tamm ebet ha, hep gouzout dezhi, lakaat a ra ar polis war e roudoù. C'hoant bras ganti da zigoll he fazienn ez a da doull-kuzh an torfedour evit ma vo war ziwall...
Roll ar gomedianed
kemmañ- Anémone : Juliette,
- Jean Reno : Pique la Lune,
- Jan Vancoillie : Loulou Graffiti,
- Jean Benguigui : an aotrou komiser Bloc,
- Yves Lecoq : an aotrou Costandier,
- Patrick Timsit : Bernard,
- Mouss Diouf : Tam-Tam,
- Pierre Aussedat : Bochaton,
- Roger Dumas : De Mirmont,
- Delphine Rich : ar borzhierez,
- Roland Blanche : an aotrou person,
- Bernard Dhéran : Duplessis,
- Jacques Rosny : rener al lise,
- Patrice Melennec : an tuer,
- Thierry Rey : Henry,
- Raymond Meunier : Saint-Pierre,
- Georges Aubert : ar mouller,
- Édith Vernes : Grésil,