Luís Cabral
Luís Cabral (11 a viz Ebrel 1931 - 30 a viz Mae 2009) a oa ur politikour ha prezidant kentañ Ginea-Bissau. Hantervreur e oa da Amílcar Cabral, stourmer pennañ evit dizalc'hiezh Ginea-Bissau hag ar C'hab Glas ha lazhet a-raok na deufe an dizalc'hiezh da wir.
Luís Cabral a gemeras perzh e krouidigezh ar PAIGC (Partido Africano da Independência da Guiné e Cabo Verde - Strollad Afrikan evit Dizalc'hiezh Ginea ha Kab Glas) e 1956 hag er gouvrezel a voe da heul en trevadennoù portugalat. Goude muntr e hantervreur e 1973 e voe lakaet e penn skourr ginean-bissau ar strollad pa oa Aristides Pereira e penn hini ar C'hab Glas.
Dizalc'hiezh Ginea-Bissau a voe embannet d'ar 24 a viz Gwengolo 1973 e Madina do Boé (hag anavezet gant Portugal ur bloaz goude) gant Luís Cabral prezidant. Awenet e oa e bolitikerezh gant ar sokialouriezh. Izili 'zo eus ar PAIGC a rebeche outañ reiñ ar galloudoù da dud a orin eus ar C'hab Glas ha distroadet e voe Cabral d'ar 14 a viz Du 1980 en un taol-Stad aozet gant João Bernardo Vieira. Bac'het e voe Luís Cabral un nebeud mizioù-pad a-raok bezañ kaset en harlu da Guba ha da Bortugal. Ne zistroas d'e vro nemet e 1999 ha mervel e Portugal d'an 30 a viz Mae 2009.