Aristides Pereira
Aristides Maria Pereira (17 a viz Du 1923 - 22 a viz Gwengolo 2011) a oa ur politikour eus ar C'hab Glas, bet prezidant kentañ ar vro goude an dizalc'hiezh.
Ganet e voe en enez Boa Vista pa oa c'hoazh an enezeg un drevadenn da Bortugal. Emezelañ a reas er PAIGC ha labourat evit dieubidigezh e vro. D'ar 5 a viz Gouere 1975 e teuas da vezañ prezidant ar Stad nevez dizalc'h. Raktreset en doa, asambles gant prezidant Ginea-Bissau Luís Cabral, unaniñ an div vro bortugalek-se. Met goude an taol-Stad a zistroadas Cabral e 1980 e waskas e eneberien bolitikel ha krouiñ ar PAICV, strollad nemetañ er C'hab Glas betek 1990. Pereira a gollas an dilennadeg liesstrolladek kentañ aozet er vro e 1991 a-enep António Mascarenhas Monteiro. Mervel a reas e Coimbra (Portugal).