Luísa Margarida de Barros Portugal

Luísa Margarida de Barros Portugal (13 a viz Ebrel 1816Bro-C'hall, miz Genver 1891), anvet diwezhatoc'h da gontez Barral ha markizez Monferrato, a oa un itron vrazilian a ouenn uhel. Kelennerez-ti e oa gant ar briñsez Isabel do Brasil hag he c'hoar Leopoldina, ha karet gant an impalaer Pedro II Brazil .

Luísa Margarida de Barros Portugal, kontez Barral.

He zud

kemmañ
Luísa hag he zud.

Luísa a oa merc'h nemeti Domingos Borges de Barros, beskont Pedra Branca, politiker eus amzer an impalaer Pedro Iañ (ar primeiro reinado), ha d'e bried Maria do Carmo Gouveia Portugal. Abred e vevas etre Bro-C'hall ha Brazil. Dimezet e voe da Eugène de Barral, kont Barral, 4re markiz Montferrat, kar a-bell da Alexandre de Beauharnais, Beskont Beauharnais, pried kentañ Joséphine de Beauharnais, ac'h addimezas da Napoleone Buonaparte. Gant-se e oa kenderv (er pempet derez) da Impalaerez Brazil, Amélie von Leuchtenberg, eil pried Pedro Iañ Brazil, a deuas da vevañ da lez ar roue gall Loeiz-Fulup Iañ. Ur mab o doe, Horace Dominique, a zimezas da Maria Francisca de Paranaguá, merc'h da eil markiz Paranaguá.

Lez Bro-C'hall

kemmañ

E Pariz e taremprede kont ha kontez Barral lez ar roue Loeiz-Fulup Iañ. Mignonez e teuas ar gontez da vezañ mignonez d'ar briñsez Francisca de Bragança, c'hoar da Pedro II, impalaer Brazil, ha pried priñs Joinville. Diwar-se e teuas ar gontez da vout itron a gompagnunezh gant ar briñsez.

E Brazil, goude ganet e verc'h henañ, ar briñsez Isabelle Brazil, e c'houlennas an impalaer Pedro II digant e vamm-gaer, an impalaerez Amélie von Leuchtenberg, kemer e karg deskadurezh e vugale. Nac'h a reas ar vamm-gaer avat, hag e c'hoar, priñsez Joinville, a alias he breur da reiñ ar garg-se d'he mignonez, ar gontez Barral. Goude hir varc'hata ec'h asantas ar gontez da zont d'ober war-dro kelenn merc'hed Pedro II. Ha hi da guitaat Bro-C'hall gant he mab, hep he fried avat, da vont da chom da Rio de Janeiro, e Brazil.

Distro da Vrazil

kemmañ

Mont a reas ar gontez da chom en un ti feurmet ganti, rak dre ma oa mamm d'ur bugel n'halle ket tremen gant ur ranndi er Palez São Cristóvão. Anvet e voe da itron a gompagnunezh gant Teresa Cristina e Gwengolo 1855, daoust ma oa Josefina da Fonseca Costa an hini a oa gwir kompagnunez an impalaerez.

Klask a reas Luísa Margarida diazezañ hec'h aotrouniezh er palez, e-lec'h ma save bec'h en-dro d'ar galloud, ha gant-se e lakaas meur a gargad da gonnariñ. Ur bersonelezh kreñv, sur anezhi, youlek, ha trouzus he devoa, speredek e oa, desket mat, katolikez deol, ha kenedek. Mignonez e oa da speredoù kaer ha tud brudet ar mare, evel Franz Liszt pe ar c'hont Gobineau. Hanterourez e voe etre an impalaer ha meur a skrivagner pe brederour a eskemme Pedro II lizheroù e-lezizh ganto.

Desachet ganti e oa Pedro, ha mignonez tost d'an impalaer e teuas ar gontez da vezañ ha, hervez an darn vrasañ eus an istorourien gempred, serc'h dezhañ. Kenkent e savas bec'h entre an impalaerez Teresa Cristina hag ar gontez Barral.

Gant an nebeud a lizheroù a chom eus ar re zo bet skrivet gante entre an impalaer ha hi e c'haller krediñ ne oa nemet un darempred platonek entreze. A-benn ar fin, goude ma oa modern ha digor a spered, e oa marteze Luísa Margarida ur gatolikez sonn.

Bloavezhioù divezhañ

kemmañ
 
Ar gontez war an oad.