Dizemglev war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer.
Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin.


Implijet e vez an termen MSM (diwar ar saozneg men who have sex with men) pe paotred a ya da barañ gant paotred all evit komz eus paotred hag a glask darempredoù reizhel gant paotred all, hep der'chel kont eus o revelezh, da lâret eo ken paotred heñvelrevel ha paotred arallrevel o stad-den revel.

Talvez a ra da deskrivañ ur pratik pe un tuadur reizhel ez-resis kentoc'h evit ur stad-den ("identelezh") revel.

Ledanoc'h eo neuze an termen MSM (pe PpP e brezhoneg) evit an termen heñvelrevelezh

Kavet e vez alies seurt pratikoù e-touez ar raperion du er Stadoù-Unanet ma vez lâret down-low (pe DL) hag a dalvez "ober traoù dre guzh".


Gwelet ivez

kemmañ


  Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.