Ma breur Jakez
Ma breur Jakez zo ur ganaouennig e brezhoneg evit ar vugale, azasaet diwar ar Frère Jacques gallek.
Stummoù disheñvel
kemmañMeur a stumm anavezet a zo.
Doare Arvor
kemmañHemañ a gaver er gazetenn Arvor[1]
Va breur Jakez, Va breur Jakez
Kousket oc'h ? Kousket oc'h ?
Sonit ar Gousperoù,
Sonit ar Gousperoù,
Bing, bang, baoñ,
Bing, bang, baoñ.
Awenet eo splann gant ar stumm gallek, goude ma ra anv eus gousperoù e-lec'h matinezoù.
Doare Plouz-foenn
kemmañAr stumm-mañ a gaver en hentenn-deskiñ Plouz-foenn, savet gant Daniel Carré hag Erwan Evenou, embannet gant TES[2].
Ma breur Jakez, Ma breur Jakez,
Kousket out, kousket out ?
Deus da zebriñ krampouezh
Deus da zebriñ krampouezh
Gant laezh dous, gant laezh dous !
Doare Kanit 'ta tudoù
kemmañUn doare kalz hiroc'h zo el levr Kanit 'ta tudoù. N'eo ket skrivet gant piv eo bet savet. Diouzh gwelout e c'hallfe bezañ ar stumm koshañ, nemet n'eus meneg ebet eus kleier, na netra relijiel.
- Va breur Jakez, va breur Jakez,
- Kousket out, kousket out ?
- Deus da zebriñ krampouezh
- Deus da zebriñ krampouezh
- Gant laezh dous, gant laezh dous !
- Va breur Jakez, va breur Jakez,
- Bouzar out, bouzar out ?
- Echu an dijuniñ
- Ret e vo dit yuniñ
- Te 'gar re da wele.
- Va breur Jakez, va breur Jakez,
- Kreisteiz eo, kreisteiz eo,
- Klev ar yod o vouilhañ
- Klev ar c'hig o fritañ
- Merenn eo, hast afo!
- Va breur Jakez, va breur Jakez,
- Marv out, marv out,
- Merenn a zo debret
- Hag ar pladoù skaotet
- N'ez po mann, betek koan!
- Va breur Jakez, va breur Jakez,
- Prest eo koan, prest eo koan,
- Te 'vo re ziwezhat,
- Ne vo tra da lipat,
- Te 'raio kof goullo!
- Va breur Jakez, va breur Jakez,
- Noz-du eo, noz-du eo,
- Bremañ c'hellez gedal
- Bremañ c'hellez roc'hal
- Roc'h, roc'h, roc'h, 'vel ur broc'h.
Breurig Jakez
kemmañUr ganaouenn all, anvet Breurig Jakez zo bet savet gant Roparz Hemon[3].