Madame Moitessier
Jean-Auguste-Dominique Ingres, 1856
Eoullivadur war lien
120 × 92 cm
National Gallery
Londrez
Bro-Saoz

Madame Moitessier zo anv daou boltred gant al livour gall Jean-Auguste-Dominique Ingres.

Livet en doa poltred Marie-Clotilde-Inès de Foucauld, anavezet ivez evel Marie-Clotilde-Inès Moitessier (1821–1897), dimezet d'ur banker gall.

Ar poltred kentañ (1851)

kemmañ
 
Madame Moitessier, ar c'hentañ eus daou boltred Marie-Clotilde-Inès Moitessier, graet gant Ingres e 1851, National Gallery of Art, Washington, D.C..

Er poltred kentañ, graet e 1851, e weler an itron en he sav. En National Gallery of Art, e kêr Washington, emañ an oberenn.

An eil poltred (1856)

kemmañ

En eil poltred, graet e 1856, e weler an itron en he c'hoazez hag ur melezour adreki. Hennezh eo an hini ma tispak al livour ar muiañ a livioù, gant ar sae en deus bet troet da c'hoari gant linennoù ha plegoù, gant ar melezour en deus gallet diskouez dasskedoù. Awenet eo bet al livour gant arz an Henamzer p'edo o poltrediñ an itron Moitessier. An emzoug gant he dorn ouzh he bougenn a deu eus ur murlivadur en Herculaneum, a ziskouez Herakles ha Telephus, hag a c'hallje Ingres bezañ gwelet e Naplez e-kerzh e veaj e 1814. El livadur La schiavona‎ gant Tizian e c'hallfe bezañ orin ar skeudenn er melezour.

En National Gallery e kêr Londrez emañ an oberenn.

 
Herakles ha Telephus

Studiennoù

kemmañ

He buhez

kemmañ

Inès de Foucauld de Pontbriant a oa dimezet da Paul Sigisbert Moitessier, banker pinvidik en amzer Napoleon III, ha moereb da Charles de Foucauld[1].

Notennoù

kemmañ
  1. Jean-François Six, Charles de Foucauld autrement, Desclée de Brouwer, 2008, ISBN 978-2-220-06011-8, p.9