Maddalena di Lorenzo de' Medici

Maddalena di Lorenzo de' Medici (Firenze 1473 – Roma 1519) a oa merc'h Lorenzo il Magnifico ha Clarice Orsini. Maria Maddalena Romola e oa hec'h anv-badez pa voe badezet en deiz war-lerc'h ma oa ganet. Kelennet e voe evel he breudeur ha c'hoarezed gant lenneien a-seurt gant Agnolo Poliziano.

E 1487 e voe dimezet da Franceschetto Cybo, mab d'ar pab Inosant VIII, ha mont a reas Maddalena da chom da Roma, met goude marv he zad e 1492 e reas chomadennoù e Toskana ha Liguria.

Pa voe dilennet he breur Giovanni da bab Leon X e reas chomadennoù hiroc'h e Roma, hag eno e varvas e 1528.

Beziet e voe en iliz-veur Sant Pêr war urzh he c'henderv, ar pab Klemañs VII.


Bugale kemmañ

Seizh bugel he doe

  1. Lucrezia Cybo (1489 - 1492)
  2. Clarice Cybo (1490-1492) ganet nammet, marvet da zaou vloaz
  3. Innocenzo Cybo (1491 - 1550) kardinal , badezet hervez anv pab e dad -kozh,
  4. Lorenzo Cybo (1500 - 1549) Dug Ferentillo, a zimezas da Ricciarda I Malaspina, penn an tiegezh Cybo Malaspina
  5. Caterina Cybo (1501 - 1557), a zimezas da zug Camerino eus an tiegezh Varano
  6. Ippolita Cybo (1503 - 1562)
  7. Giovanni Battista Cybo (1505 - 1550)


Pennad kar kemmañ