Mael (sant)
Ur pennad Mael zo ivez.
Mael a oa ur penitiour ha sant brezhon eus ar Vvet kantved e Kembre.
Gerdarzh
kemmañPeurvuiañ e kreder eo un anv deuet eus ar ger magalos, kar-tost d'an anv gregach megalos, hag a dalv kement ha bras ha kreñv.
Kavet e vez ar ger mael en anvioù all evel Armael (pe Arzhel, Armel), Konvael, Maelgwn.
Istor pe mojenn
kemmañKar e vije bet da sant Padrig. Mont a eure gant Cadfan da Vreizh, ha goude da Gembre en-dro, da abati Ynys Enlli.
Lidet e vez d'an 13 a viz Mae[1].