Arzhel, pe Armael, pe Armel, a oa un den a iliz a veve e Breizh e VIvet kantved.

Sant-Armael

Etre istor ha mojenn

kemmañ

Ur priñs brezhon e oa, ganet e kreisteiz Kembre e-tro ar bloaz 482. Unan eus mibien ar roue Hywel fab Emyr Llydaw e vije bet. Treuziñ a reas ar mor gant un nebeud kompagnuned da vont da Arvorig ha dilestrañ a reas e 518 en un aber anvet bremañ Aber-Ildud.
Mont a reas pelloc’h en douaroù da sevel ur manati en ul lec’h deuet da vezañ Plouarzhel, e Bro-Leon. E Breizh Vihan e voe savet gantañ meur a iliz ha meur a abati, en Erge Vihan e-kichen Kemper, e Plouharnel (Plarnel) hag e Sant-Armael e Bro-Wened, e Ploermael hag e Sant-Armael-ar-Gilli e Breizh-Uhel.
Mont a reas ivez da lez ar roue frank Childebert Iañ a oa e Pariz. Seizh vloaz e chomas e lez ar roue, hag eno e pareas, war a lavarer, unan dall hag unan kamm. Kontañ a reer ivez e voe trec’het gantañ un aerouant a sponte an dud e Breizh-Uhel. Beuzet e voe an euzhvil gantañ er stêr Sec'h. En em dennañ a reas en e vanati, e Sant-Armael-ar-Gilli, war-dro fin e vuhez. Eno e varvas e 552 hervez lod, pe e 570 hervez lod all.

Pedet e vez a-enep ar sec'hor ha sant patrom aluzenerien an ospitalioù eo ivez. D’ar 16 a viz Eost e vez goueliet.

Anv-badez

kemmañ

Dont a ra an anv Arzhel eus ur stumm kozh Artmael (Arthfael e kembraeg, Armagilus pe Artmaglus e latin), savet diwar an div elfenn arzh, al loen, ha mael, « priñs ». Troet e oa Artmael da Armel e yezh Gwened hag e galleg.
Anavezet eo an anvioù Arzela hag Armelle roet d'ar merc'hed. Tud brudet :

Anv-tiegezh

kemmañ

Un anv-familh anavezet, e Bro-Leon dreist-holl, eo Arzhel ivez.

Levrlennadur

kemmañ
  • Henri Poisson, La vie de saint Armel, 1958
  • Louis-Auguste Bosseboeuf, Vie de saint Armel, religieux de l’Angleterre et de la Bretagne, 1918
  • Joseph Macé, Saint Armel (les saints de la Bretagne), 1910
  • Sigismond Ropartz, La légende de saint Armel, mise en vers français, sous forme de tragédie par Messire Baudeville, 1855

Liammoù diavaez

kemmañ