Magasin spirituel er beurerion
Magasin spirituel er beurerion, pe Magasin Spirituel Er Beurerion, en Artisantet, Er Serviterion, Hac en Dud Diar Er Mæzeu, zo ul levr brezhonek a relijion savet gant Jean Marion, eus Aradon, hag embannet en 1790. Un droidigezh, laosk a-walc'h, pe gentoc'h un dreuzskrivadenn, eo eus ul levr gallek, ar Magasin des pauvres, artisans, domestiques et gens de campagne, gant ar skrivagnerez c'hall Jeanne-Marie Leprince de Beaumont, a oa bet embannet e 1768. Er skrid brezhonek eo lakaet da c'hoarvezout e Breizh an XVIIIvet kantved.