Magon, jeneral kartadat, a voe roue Kartada entre 550 kent JK ha 530. Eñ an hini a voe diazezer galloud hec'h arme. Gantañ e voe aozet en un doare efedus. Diazezañ a reas ivez lignez ar Vagoned.[1] E-pad e ren eo e teuas Kartada da vout trevadenn greñvañ ar Fenikianed ha galloud bras kornôg ar Mor Kreizdouar.[2]. Chom a reas stag ouzh Tir, kêrbenn ar Fenikianed, met ober a rae evel pa vije dizalc'h e gwirionez.

Unan eus e oberoù politikel a voe un emglev gant an Etrusked a-enep ar C'hresianed, deuet eus ar reter. Padout a raio an emglev ken na voe distroadet ar rouaned etrusk gant Republik Roma. Oberiant e voe ivez e Sikilia, ha dimeziñ a reas d'ur vaouez a Sirakusa.

Emgann Aleria

E 546 kent JK edo ar Fenikianed o tec'hel rak aloubadeg ar Bersed, ha dont a rejont da ziazezañ trevadenn Aleria en Korsika. Trevadennet eo an enezenn gant ar C'hresianed abaoe 562 kent JK. Kenwerzhañ a raent gant Kartada hag an Etrusked. Entre 540 ha 535 e voe emglev etre Kartada hag an Etrusked da deurel ar C'hresianed er-maez eus Korsika, goude emgann Aleria. Chom a reas an Etrusked en enezenn, ha gant Kartada ez eas Sardinia, prest da ziarbenniñ ar C'hresianed a garje tostaat. Gant se e voe torret d'al lanv gresian war-zu ar c'hornôg.

Goude-se e tarzhas ur brezel all a-enep tud Massalia. Meur a wech e voe faezhet Kartada, met mirout a reas trevadennoù fenikian Hispania ha serriñ strizh-mor Gibraltar ouzh listri hellazat. Miret e voe gant Hellaziz o zrevadennoù en hanternoz da Cabo de la Nao, met berzhet e oa ar c'hreisteiz outo.

Notennoù

kemmañ