Mahabad
Mahabad (kurdeg: مەھاباد, perseg: مهاباد ; treuzskrivet ivez Mahābād pe Mehābād) zo ur gêr vras e kornôg Iran. Kêr-benn proviñs Azerbaidjan ar C'hornôg eo. Emañ er c'hreisteiz da Lenn Ourmia, en un draoñienn 1300 metr uhelder.
E 2006 e oa 140 324 a dud o vevañ enni. Kurded eo an darn vrasañ eus an annezidi.
Kêr-benn Republik berrbad Mahabad e voe e 1946, pa voe krouet ar stadig dizalc'h-se, dindan renerezh Qazi Muhammad.