Majas en el balcón

Majas en el balcón (Koantenned er balkon) zo un daolenn gant Francisco Goya, livet etre 1808 ha 1814. Enni e weler div goantenn (majas) en ur balkon, ha daou zen en diadreñv, houlierien marteze. War ziskouez emañ an oberenn er Metropolitan Museum of Art.

Majas en el balcón, gant Francisco Goya
Aozadur an daolenn

Istor kemmañ

E miz Mae 1808, goude ma voe aloubet ar vro gant armeadoù gall Napoleon, e stagas Goya da verat raktresoù a bep seurt, hag ar majas en o zouez.