Malagueña Salerosa

Malagueña Salerosa, anavezet ivez evel La Malagueña, zo ur son huasteco pe huapango eus Mec'hiko hag a vije bet savet gant Elpidio Ramírez ha Pedro Galindo. Gant kalz a dud ez eo bet kanet hag enrollet.
Embannet e oa bet gant Peer International en 1947 ; gwirioù zo warni, goude ma lavar lod n'eus ket dre ma'z eo ur ganaouenn folklorel gozh.

An oberourien

kemmañ

Hervez ar sonaozour Nicandro Castillo ez eo dizanv ha hengounel un toullad mat a ganaouennoù lakaet war-gont Elpidio Ramírez, Roque Ramírez ha Pedro Galindo, evel Cielito lindo ha La Malagueña , pa oant anavezet, evel La Guasanga pe El Sacamandú, pell a-raok o enrolladenn hag a dleje bezañ er foran.

Ar ganaouenn

kemmañ

Kaoz zo eus ur gwaz o komz gant ur plac'h eus Málaga (e Spagn) hag o lavarout dezhi koantat eo-hi, e plijfe dezhañ dimeziñ dezhi nemet hervezañ e ra-hi fae warnañ peogwir eo rebaour.

Sonerien ha kanerien

kemmañ

Kalz tud o deus kanet ha sonenrollet ar ganaouenn, diaes bras da ganañ, lazoù huasteco, nouspet mariachi, triadoù sonerien bolero. Ar ganadenn vrudetañ e vije hini Miguel Aceves Mejía gant ur mariachi.

Gant triadoù bolero ec'h enever:

Ouzhpenn sonerien eus Mec'hiko o deus kanet anezhi, evel:

Notennoù

kemmañ


Liammoù diavaez

kemmañ