Malo Morvan
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Malo Morvan (ganet e 1987) zo ur c’helenner skol-veur war ar yezhoniezh, ur soner klavier hag ur saver kanaouennoù brezhonek[1]. Graet ez eus bet gantañ un enklask war mennozhioù dispaket gant ar c'heriadurourien o deus savet geriadurioù brezhoneg.
Buhez
kemmañTapet en deus ar vachelouriezh war ar skiantoù e Lise Diwan Karaez e 2004. E Skol-veur Roazhon 2 e reas studioù war brezhoneg hag ar brederouriezh ken e tapas un aotreegezh doubl e 2007. Bloaz goude e tapas an aotreegezh war Skiantoù al Lavar. Goude-se e tistroas d’ar brederouriezh (master ha CAPES), a-raok mont da souten un dezenn doktorelezh war Skiantoù al Lavar dirak Skol-veur Paris-Descartes e 2017, war un sujed liammet ouzh an deskadurezh vrezhonek en doa bet, ar geriadurioù brezhoneg.
E 2019 e tapas an agregadur war ar brederouriezh hag ez eas e-maez Breizh evit kelenn ar brederouriezh e Bourg-en-Bresse hag e Lyon.
Anvet eo bet da vestr-prezegenner war Skiantoù al Lavar e Skol-veur Teurgn e 2022.
Embannadennoù
kemmañ- https://theses.hal.science/tel-01703404 Définir la "langue bretonne". Discours concurrentiels d’origination et d’identification dans les paratextes des dictionnaires bretons. Tezenn doktorelezh dirak Skol-veur Paris_Descartes, 2017.
- « La langue bretonne entre républicanisme et cléricalisme, Analyse à partir de quelques manuels scolaires bilingues du xixe siècle ». E-barzh Marie-Jeanne Verny ha Yan Lespoux (renerezh), Manuels scolaires et langues régionales, , Lengas, no 83, 2018.
- Malo Morvan, « L’Étude récréative et sérieuse de Vincent Roudaut, un hérétique du celtisme au XIXe siècle ». E-barzh La Bretagne linguistique, niv. 23, 2019.. Brassellet d’an 8 a viz Kerzu 2024.
- Classer nos manières de parler, classer les gens, Roazhon, Éditions du Commun, 2022, 263 p. (ISBN 9791095630524).
Lec’hienn bersonel
kemmañ- http://malomorvan.free.fr/. Brassellet d’an 10 a viz Kerzu 2024.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Titouroù tennet eus e lec’hienn bersonel http://malomorvan.free.fr/. Brassellet d’an 10 a viz Kerzu 2024.