Maner Kerenneur
Maner Kerenneur zo ur maner eus ar XVvet, XVvet ha XVIvet kantved e Plourin-Gwitalmeze, e Bro-Leon, e Penn-ar-Bed.
Stad | Frañs |
---|---|
E tiriad | Plourin-Gwitalmeze |
Daveennoù douaroniel | 48°30′48″N 4°44′45″W |
Statud gladel | monumant istorel enskrivet |
Chomlec'h | Kerenneur |
Savet e oa bet ar maner er penn kentañ dre abegoù milourel evel gedva (gallout a reer gwelet ar mor hag an trowardroioù diouzh moger greñv an antre) ; chom a ra hiriv ur foz a veze leuniet gant dour e tu an talbenn norzh.
Savet e oa bet gant Hamon Kergadiou e-tro ar bloaz 1400, nebeut goude Brezel hêrezh dugelezh Breizh. Al lodenn goshañ (tu kleiz an talbenn su) a voe savet etre 1400 ha 1450. Al lodenn all (tu dehou an talbenn su gant an daou lukan) a oa bet savet etre 1540 ha 1550 da vare eured Mari Kergadiou gant Frañsez Kersaozon.
Evel e kalz manerioù e oa, stag ouzh ar maner, ur chapel (lec'h e voe graet eured Mari Kergadiou gant Frañsez Kersaozon) distrujet er XVIIvet kantved, ur c'houldri (distrujet er XXvet kantved) ha div lenn.
Abaoe 1977 emañ war roll ar monumantoù istorel.
-
Digor ar porzh ha lodenn goshañ an talbenn su
-
Talbenn su gant an daou lukan
-
Talbenn norzh
-
Skalier
-
Skalier ha sel ar pondalez