Mankato (Minnesota)
Mankato zo ur gêr e Minnesota, e Stadoù-Unanet Amerika.
Deiziad krouiñ | 1852 |
---|---|
Stad | Stadoù-Unanet |
Kêr-benn eus | Blue Earth County |
E tiriad | Blue Earth County, Nicollet County, Le Sueur County |
Gwerzhid-eur | Central Time Zone |
Located in statistical territorial entity | Mankato metropolitan area |
Territory overlaps | Mankato urban area |
Daveennoù douaroniel | 44°10′4″N 94°0′12″W |
Gevellet gant | Ungheni |
Kod-post | 56001–56003, 56001, 56002 |
Lec'hienn ofisiel | http://www.ci.mankato.mn.us/ |
Kod pellgomz an takad | 507 |
Poblañs
kemmañHervez niveradeg-poblañs ar bloavezh 2000 e oa 32 427 a annezidi e kêr, kresket betek war-dro 36 500 e 2009.
Istor
kemmañBro ar bobl amerindian Lakota e oa a-raok donedigezh Europeaned. Krouet e voe ar gumun gant donedigezh Parsons King Johnson e miz C'hwevrer 1852, gant an divroadeg a reter da gornôg en XIXvet kantved.
Evit kêr ne voe diazezet da vat nemet d'an 11 a viz Mae 1858, gant Henry Jackson, Parsons King Johnson, ar c'horonal D. A. Robertson ha Justus C. Ramsey.
Krougadeg Amerindianed
kemmañD'ar 26 a viz Kerzu 1862 e voe krouget 38 Amerindian eus ar bobl Dakota gant an arme stadunanat goude Brezel Dakota 1862. E gwirionez eo 303 den a oa bet kondaonet gant lezvarn an arme, met ar prezidant Abraham Lincoln a roas e bardon da 265 anezho.