Manuel Kastilha (1234-1283) a oa un den uhel eus Kastilha, hag aotrou Villena, Escalona, Peñafiel, Elche, Santa Olalla, Agreda, Roa, Cuéllar, Chinchilla, Aspe ha Beas.

E dudAozañ

Mab e oa da Fernando III Kastilha ha da Beatriz Suabia. E dad a oa mab da Alfonso IX León ha d'ar rouanez Berenguela Kastilha. E vamm a oa merc'h d'ar roue Alfonso VIII Kastilha, ha pa oa marvet he breur Enrique Iañ Kastilha, roue war-lerc'h o zad, he devoa dilezet ar gurunenn a oa dezhi dre wir a hêrez. He zad Fulup Suabia, a oa Roue ar Romaned ha dug Suabia, hag he mamm a oa ur briñsez vizantat, Irene Ángelo, merc'h da Isaac II Angelos, Impalaer Bizantion.

E vuhezAozañ

Bez e voe alférez ar roue (1258-1277) ha mevel-meur (1279-1282), e-pad ren Alfonso el Sabio, hag adelantado mayor Murcia

Dimeziñ ha bugaleAozañ