Dizemglev war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer.
Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin.


Gant ar ger maouezouriezh e troer an termen womanism savet da vezañ ledanoc'h e ster evit ar venouriezh a vije diazezet, a-hervez, war skiant-prenet hag ezhommoù ar maouezed gwenn nemetken.

Studioù ar rev
Pennadoù

Porched ar revelezh denel


Derc'hel kont a ra neuze ar vaouezouriezh eus an holl vaouezed, pe du pe wenn hag a beseurt renkad kevredigezhel. N'eo ket, neuze, un termen bet krouet a-ratozh evit deskrivañ stad ar maouezed du nemetken.

Ret eo anzav ne sache ket alies a-walc'h al luskad benourel war ar maouezed du rak keit ha ma klaske ar maouezed gwenn labourat er-maez eus o ziez, ar maouezed du a oa bet o stourm evit kaout an hevelep gwirioù ha goproù hag ar c'houred (du pe wenn) war marc'had al labour.

Implijet e oa bet ar ger evit ar wech kentañ el levr skrivet gant ar skrivagnerez Alice Walker "O klask liorzhoù hon mammoù: Lavaroù-plaen maouezourel" (In Search of Our Mothers' Gardens: Womanist Prose).


Liammoù diavaez

kemmañ