María Luisa de Orleans
- Ur pennad Marie Louise d'Orléans zo ivez.
Marie Louise d'Orléans (hervez hec'h anv gallek), pe María Luisa de Orleans (hervez hec'h anv spagnolek) , ganet d'ar 27 a viz Meurzh 1662 e Pariz, ha marvet d'an 12 a viz C'hwevrer 1689 e Madrid, a oa ur briñsez c'hall a zimezas da Carlos II, roue Spagn.

poltredet gant ul livour dizanv, Versailhez, Mirdi ar c'hastell.
Merc'h e oa da Fulup Iañ Orleañs, dug Orleañs, breur yaouañ ar roue gall Loeiz XIV, ha d'ar briñsez saoz Henriette d'Angleterre, merc'h d'ar roue saoz Charlez Iañ Bro-Saoz. Bevañ a rae e lez ar roue gall. Mervel a eure he mamm pa oa 8 vloaz.
Spontet e voe pa glevas e ranke dimeziñ da zanvez roue Spagn abalamour ma veze brudet lez Spagn da gaout reolennoù kalet da vevañ, ha pediñ hag azpediñ a reas hec'h eontr Loeiz XIV da chom hep he c'has di, en aner evel-just. Brudet e oa he c'hoantiz, met goude hec'h eured e krogas da devaat ken ha ken gant ar boan-spered. N'eo ket gant he fried, un inosant anezhañ, e vije bet frealzet. N'he doe bugel ebet.
Mervel a eure da 27 vloaz. Lavaret e voe e oa bet kontammet gant he mamm-gaer, Maria Anna Aostria (1634-1696), abalamour ma oa divugel.
Addimeziñ a reas he fried, met bugel ebet n'en doe.