María de las Mercedes de Orleans

Ur pennad María de las Mercedes zo ivez.

María de las Mercedes de Orleans (1860-1878), a oa un infantez spagnol, rouanez Spagn dre he dimeziñ d'ar roue Alfonso XII. hec'h anv en e hed e oa María de las Mercedes Isabel Francisca de Asís Antonia Luisa Fernanda Felipa Amalia Cristina Francisca de Paula Ramona Rita Cayetana Manuela Juana Josefa Joaquina Ana Rafaela Filomena Teresa de la Santísima Trinidad Gaspara Melchora Baltasara de Todos los Santos de Orleans y Borbón.

María de las Mercedes de Orleans (1860-1878), Rouanez Spagn.
María de las Mercedes de Orleans, en 1874.

He buhez verr

kemmañ

Merc'h e oa d'ar priñs gall Antoine d’Orléans (1824–1890), dug Montpensier, ha d'e bried infantez spagnol Louise Fernande de Bourbon (1832-1897), c'hoar d'ar rouanez Isabel II. O fempvet bugel e oa.
A-berzh he zad eta e oa merc'h-vihan d'ar roue gall Louis-Philippe Iañ (1773-1850) ha d'e bried Marie-Amélie de Bourbon (1782-1866), priñsez an Div Sikilia. Dre he mamm e oa merc'h-vihan da zaou roue all: Fernando VII (1784-1833), roue Spagn, hag e bried Maria Cristina an Div Sikilia (1806-1878), priñsez an Div Sikilia.
E kêr Sevilla e voe savet. Harluet e voe an tiegezh e-pad ar mare anvet Sexenio Democrático. En Kerzu 1874 e voe kemeret ar galloud e Sagunto gant ar jeneral Martínez Campos, hag adsavet ar roueelezh e Spagn ha roet ar gurunenn da Alfonso, mab da Isabel II. Distreiñ a reas Mercedes da Spagn gant he zud, da chom da Sevilla. Bevañ a raent e Palez San Telmo.

Daou vloaz a-raok, en 1872, e oa bet kroget un darempred a garantez etre Mercedes hag he c'henderv kompez ar priñs Alfonso, pa ne oa-hi nemet 12 vloaz. Enebet e oa ar rouanez Isabel II ouzh o eured, dre zizemglev gant he breur-kaer, Dug Montpensier, dre ma kave gwell ar gouarnamant un dimeziñ gant ur briñsez roueel european, hag unan eus an danvez-priedoù e oa Beatrice ar Rouantelezh-Unanet, ur verc'h d'ar rouanez Victoria), met c'hoant ar roue nevez a voe trec'h warne holl.

D'an 23 a viz Genver 1878, e timezas Mercedes d'e genderv-kompez, ar roue Alfonso XII (1857-1885) en iliz-veur Atocha. 17 vloaz e oa-hi, ha biskoazh ne oa bet rouanez ken yaouank er vro.

C'hwec'h miz goude e varvas ar paourkaezh Mercedes gant an tifus er Palacio Real, en Madrid, daou zevezh goude tapet he 18 vloaz. Beziet e voe en ur chapel eus Manati El Escorial, rak ne veze beziet nemet ar rouanezed o devoa ganet bugale er panteon roueel.

Goude he marv

kemmañ
 
Bez María de las Mercedes en Iliz-veur Madrid.

Addimeziñ a reas Alfonso XII da Maria Kristina Aostria (1858-1929).

Gant ar rouanez Mercedes e oa bet roet lañs da savidigezh Iliz-veur an Almudena, e Madrid, hogen ne voe kroget al labour nemet en 1883.

D'an 8 a viz Du 2000 e voe kaset he relegoù da Iliz-veur an Almudena, da seveniñ c'hoant he fried Alfonso XII, diskuliet gantañ en e vev.

Oberennoù

kemmañ

Marv ar rouanez yaouank María de las Mercedes, e bleuñv e yaouankiz, ha glac'har ar roue, a lakaas istor ar garantez entre Alfonso ha María de las Mercedes da dreiñ da vojenn. Daou film a voe ¿Dónde vas, Alfonso XII? ha ¿Dónde vas, triste de ti?. María de las Mercedes a voe c'hoariet gant Paquita Rico.

Ur ganaouenn, pe copla, anvet Romance de la reina Mercedes, a voe savet gant Quintero, León y Quiroga kanet gant meur a ganerez, en o zouez Concha Piquer, Marifé de Triana, Pastora Soler pe Paquita Rico (a c'hoarie ar Rouanez er film ¿Dónde vas, Alfonso XII?).

En 2003 e voe embannet ar romant istorel De Alfonso la dulcísima esposa, gant María Pilar Queralt del Hierro, ma'z eo kontet buhez ar Rouanez yaouank.