Ar maravedí pe maravedís ( morabatí e katalaneg) a oa ur pezh moneiz implijet e Spagn adal an XIIvet kantved betek an XIXvet. Da gentañ e oa maravedioù aour hag arc'hant, goude ne voe mui nemet ur pezh kouevr.

Pezh aour almoravid, eus Sevilla, e 1116.
Pezh a 4 morabati eus lez ar Rouaned katolik.

Ouzhpenn ar pezhioù kastilhan ha leonat e vez graet morabatí e katalaneg eus an dinar aour muzulman graet gant an Almoravided hag eus an dirham arc'hant krennamzerel. Hag ivez eus ar pezhioù aour eus an XIIvet kantved graet dindan Frederig Iañ Barbarossa, roue Sikilia.