Marc Di Napoli
Marc Di Napoli, bet ganet e Pariz d'an 28 a viz Mae 1953, a zo bet un aktour gall evel e vreur, Stéphane Di Napoli.
Degemeret er gComédie-Française d'e zaouzek vloaz, en devoe tro da gemer perzh er pezhioù-c'hoari evel La Reine morte (gant Henry de Montherlant) pe Macbeth (gant William Shakespeare).
D'e dri bloaz warn-ugent e tivizas dilezel e vicher a gomedian da vont da Skol uhel an arzoù-kaer Pariz e-lec'h ma voe tapet un diplom Stad gantañ. Aet d'ober e annez da Gonk-Kerne ha da Bont-Aven da-heul, hiziv an deiz emañ o chom e Gwened an hini a zo deuet da vezañ ul livour brudet[1].
E bezhioù-c'hoari
kemmañE filmoù
kemmañEr sinema
kemmañ- 1969 : Que la bête meure, sevenet gant Claude Chabrol.
- 1972 : Hugues Spengler ou L'adolescent prophète, film short gant Gaston Abougit.
Er skinwel
kemmañ- Les Aventures de Tom Sawyer (1969) gant Wolfgang Liebeneiner, heuliad alaman-gall 4 fennad,
- Mauregard (1969) gant Claude de Givray, heuliad 6 pennad,
- Les Galapiats (1970) gant Pierre Gaspard-Huit, heuliad 8 pennad,
- Les Gens de Mogador (1972) gant Robert Mazoyer, heuliad 13 pennad,
- Deux ans de vacances (1974) gant Gilles Grangier, heuliad 6 pennad,
- La Famille Cigale (1977) gant Jean Pignol ha Gérard Sire heuliadenn c'hall 6 pennad,.