Marcus Gheeraerts an Henañ
Marcus Gheeraerts an Henañ (Brugge, c. 1520 – Londrez, c. 1590) a oa ul livour flandrezat hag a labouras ivez e Bro-Saoz ma reas poltredoù ha gweledvaoù dreist-holl.
Brudet eo e gartenn eus kêr Brugge ivez. Karel van Mander, en e levr Het Schilder-Boeck ("Levr al Livourien") embannet e 1604, a verk e oa kustum Gheeraerts da lakaat en e daolennoù ur vaouez o troazhañ e korn pe gorn.
E vab Marcus Gheeraerts ar Yaouankañ a labouras ivez e lez Bro-Saoz.
-
Kartenn eus kêr Brugge, ar Markt er c'hreiz
-
El levr De warachtighe fabulen der dieren
-
Munud eus ar Burgh hag ar Markt ; Sint-Donaaskathedroale en dorn kleiz, ar Woaterhalle er c'hreiz
-
Munud : Visch Marckt el laez ha Spinola Reye en traoñ kleiz
-
E kartenn Brugge, ur vaouez o troazhañ