Margarete von Sachsen (1840-1858)
Ur pennad Margarete von Sachsen zo ivez.
Margarete Karoline von Sachsen, pe Marc'harid Saks, ganet d'ar 24 a viz Mae 1840 en Dresden, Sachsen, ha marvet d'ar 15 a viz Gwengolo 1858, da 18 vloaz, en Monza, en Italia), a oa arc'hdugez Aostria dre zimeziñ.
He zud
kemmañMerc'h e oa d'an dug Johann Iañ von Sachsen (1801-1873), breur d'ar roue Friedrich August Saks, ha da Amalie Auguste Bavaria. Nav bugel o doa ha margeret e oa an eizhvet anezho. Kalz anezho a varvas yaouankik.
- Marie Auguste Friederike von Sachsen (1827-1857)
- Albert Iañ von Sachsen (1828-1902), roue Sachsen
- dimezet e 1853 da Carola von Wasa
- Elisabeth von Sachsen (1830-1912)
- dimezet e 1850 da Ferdinand Maria Savoia-Carignan, Dug Genoa
- Friedrich August Ernst von Sachsen (1831-1847)
- Georg Iañ von Sachsen (1832-1904)
- dimezet e 1859 d'an Infantez Maria Anna Portugal (1843–1884)
- Maria Sidonia von Sachsen (1834-1862), marvet da 28 vloaz,
- Anna von Sachsen (1836-1859), marvet da 23 bloaz,
- dimezet e 1856 d'an Dug-meur Ferdinando IV Toskana
- Margarete von Sachsen (1840-1858)
- Sophie Marie von Sachsen (1845-1867), marvet da 22 vloaz
- dimezet e 1865 d'an Dug Karl Theodor in Bayern
Dimeziñ
kemmañDimeziñ a reas da 16 vloaz d'he c'henderv Karl Ludwig von Österreich, breur da Franz Joseph Iañ. Bugel ebet n'o doe.
He marv
kemmañDaou vloaz goude hec'h eured e tapas an tifoid en Italia ha mervel a reas e Monza., da 18 vloaz.
Div wech c'hoazh ec'h addimezas he fried.