Anna von Sachsen, pe Anna Maria Maximiliane Stephania Karoline Johanna Luisa Xaveria Nepomucena Aloysia Benedicta von Sachsen (1836–1859), a oa ur briñsez eus Saks, deuet da vout Dugez-veur Toskana.

Anna Maria von Sachsen, Dugez-veur Toskana

He buhez

kemmañ

Merc'h e oa da Johann von Sachsen, a zeuas da vout roue Sachsen, ha d'e bried Amalie Auguste (1801–1877), merc'h da Masimilian Iañ Jozeb, roue Bavaria.

En he bugaleaj e welas dispac'h 1848-1849 en Alamagn. Diskaret e voe he zad-kozh, Ludwig Iañ Bavaria. Dilezel ar galloud a reas an impalaer Ferdinand Iañ Aostria, ha leuskel a reas e gurunenn gant e niz yaouank Franz Joseph Iañ. En Sachsen e voe embannet ar Republik, hogen dont a reas arme Prusia da adsevel an urzh kozh.

Dimezioù en tiegezh

kemmañ

Goude korventenn an dispac'hoù, adalek ar bloavezhioù 1850, e klaskas rouaned Europa en em unaniñ muioc'h c'hoazh gant dimezioù.

He c'hoar henañ Elisabeth von Sachsen (1830-1912) a zimezas en 1850 d'ar priñs Ferdinand Savoia (1822-1855), dug Genova, breur d'ar roue Vittorio Emmanuele II, roue Sardigna. Mervel a reas he fried e 1854.

He c'hoar yaouankoc'h Margarete von Sachsen (1840-1858) a oa dimezet, teir sizhun a-raok dezhi, e 1856 da Karl Ludwig von Österreich, arc'hdug Aostria, breur d'an impalaer Franz Joseph Iañ.

Dimeziñ

kemmañ

Dimeziñ a reas e 1856 e Dresden (kêr-benn Sachsen) da Ferdinando, pennhêr dugelezh-veur Toskana, mab d'an dug-meur Leopoldo II.

Mervel a reas e 1859, da 23 bloaz: dougerez e oa, ha graet ganti ur golladenn.

Bugale

kemmañ

Div verc'h o doe:

  • Maria Antonia (1858-1883), fall he yec'hed, badezet e Praha. Marvet da 25 bloaz.
  • Ur verc'h (1859-1859) marv-ganet.

Mervel a reas Anna Maria goude ar golladenn.