Maria Anna Josepha Aostria
- Ur bajenn disheñvelout Maria Anna Aostria zo ivez.
Maria Anna Josepha Aostria (20 a viz Kerzu 1654 e Regensburg - 4 a viz Ebrel 1689 e Vienna) a oa arc'hdugez Aostria, priñsez roueel Hungaria ha Bohemia. Dre he dimeziñ e oa Dilennerez Pfalz-Neuburg.
He buhez
kemmañMerc'h e oa da Ferdinand III an Impalaeriezh Santel (1608-1657) ha d'e drede pried, Eleonora Maddalena Gonzaga-Nevers (1628-1686), hag o merc'h yaouankañ. O merc'h henañ, a oa marvet pa oa war-dro bloaz, hag an eil, Eleonora Aostria (1653-1697), a voe rouanez Pologn. War-lerc'h Maria Anna Josepha e voe ur mab, Ferdinand Joseph Alois (1657-1658), ganet er bloavezh ma varvas e dad, ha marvet er bloaz goude, pa ne oa ket bloaz zoken.
Priedoù all he zad
kemmañ- Kentañ pried he zad e oa bet María Ana Spagn (1606-1646), merc'h da Felipe III, roue Spagn. C'hwec'h bugel a oa bet.
- Ar mab henañ e oa Ferdinand Franz (1633-1654), a renas en Hungaria ha Bohemia evel Ferdinand IV. Met ne voe ket impalaer rak mervel a reas pa ne oa nemet bloaz warn-ugent, tri bloaz a-raok e dad, a varvas e 1657.
- Ur breur yaouankoc'h eta, an arc'hdug Leopold (1640-1705), a oa 17 vloaz en 1657, a zeuas da vezañ an Impalaer Santel Leopold Iañ an Impalaeriezh Santel.
- Ar verc'h henañ, Marie-Anne d'Autriche (1635-1696), a zimezas en 1649 d'hec'h eontr Felipe IV, roue Spagn (1605-1665), mamm da Carlos II (1661-1700).
- E eil pried e oa bet e geniterv, an arc'hdugez Maria Leopoldine von Österreich-Tirol, hag ur mab o doe: Charles Joseph (1649-1664), Mestr meur an Urzh Teutonek.
- E drede pried, mamm Eleonora Maddalena Gonzaga-Nevers (1628-1686), a oa 20 vloaz yaouankoc'h eget an impalaer.
Dimeziñ ha bugale
kemmañDimeziñ a reas Maria Anna Josepha e 1678, pa oa 24 bloaz, da Johann Wilhelm von der Pfalz, Priñs-Dilenner Pfalz. Daou vab he doe, ganet-marv, an eil en 1683, egile en 1686.
He marv
kemmañMervel a reas en 1689, gant ar glac'har d'he bugale a lavar darn, gant an droug-skevent a lavar re all, da 35 bloaz.