Maria Anna Victoria Bavaria
Ur pennad Maria-Anna Bavaria zo ivez.
Maria Anna Victoria Bavaria, pe Maria Anna Christina Bavaria, (Maria Anna Christine Victoria von Bayern hervez hec'h anv alamanek orin, ha Marie-Anne Christine Victoire de Bavière e galleg) (1660-1690), a oa ur briñsez eus Bavaria, dimezet da Zaofin Bro-C'hall (1661–1711). Lesanvet e veze la Grande Dauphine.
Dimeziñ
kemmañDimezet e voe da Loeiz Bro-C'hall Daofin Bro-C'hall (1661–1711), mab da Loeiz XIV.
Bugale
kemmañ- Loeiz, dug Bourgogn (1682-1712), a zimezas en 1697 d'e geniterv Marie-Adélaïde de Savoie (1685-1712) ;
- Fulup, dug Anjev (1683-1746), roue Spagn en 1700, a zimezas div wech
- en 1701 d'e geniterv Marie-Louise-Gabrielle de Savoie (1688-1714), c'hoar da bried e vreur henañ,
- hag en 1714 da Elisabetta Farnese (1692-1766);
- Charles, duc de Berry (1686-1714), a zimezas en 1710 d'e geniterv Marie-Louise-Élisabeth d’Orléans (1695-1719).
He marv
kemmañMervel a reas da 30 vloaz, goude reiñ tri mab d'he gwaz. Darn a lavar e oa abalamour d'he yec'hed fall, darn all dre ma oa digenvez, dilezet gant he gwaz a oa merc'hetaer.