Maria Beatrice d'Este

Maria Beatrice d'Este, pe Maria Beatrice Ricciarda d'Este (Modena, 1750 - Viena, 1829), a voe priñsez ha dugez Modena ha Reggio, dugez souveren Massa ha Carrara, arc'hdugez Aostria.

Maria Beatrice d'Este (1750-1829), taolennet gant Francesco Corneliani

Merc'h pennhêrez Ercole III d'Este hag e bried Maria Teresa Cybo-Malaspina, Dugez Reggio, Massa ha Carrara. Kaoz a oa bet d'he dimeziñ d'an arc'hdug Karl Aostria, met mervel a reas ar priñs yaouank da 16 vloaz en 1761.

Petra bennak ma oa bet goulennet gant lez dugelezh Parma evit an infant Ferdinand, e voe dimezet Maria Beatrice d'Este da vreur yaouank he danvez-pried kentañ, hag en 1771 eta e voe an eured gant an arc'hdug Ferdinand Karl von Österreich-Este (1754–1806), 4 bloaz yaouankoc'h egeti.

Bugale

kemmañ

Nav bugel o doe, re gentañ al lignez Habsburg-Este

 
Maria Beatrice gant he fried Ferdinando hag he bugale.