Maria Isabella Aostria
Maria Isabella Aostria' pe Maria Isabella Annunziata Giovanna Giuseppa Umilta Appolonia Philomena Virginia Gabriela (Firenze, 1834 - Bürgenstock bei Luzern, 1901) a oa un arc'hdugez aostrian, priñsez Toskana. Dre hec'h eured e voe kontez Trapani.
Merc'h e oa da Leopoldo II Toskana, Arc'hdug Aostria, ha d'e eil pried Maria Antonia Naplez-Sikilia (1814–1898), Priñsez Bourbon-Naplez-Sikilia.
E 1850 e timezas d'hec'h eontr Francesco an Div Sikilia (1827–1892), Kont Trapani, mab da Francesco Iañ an Div Sikilia ha Maria Isabel Bourbon, Infantez Spagn.
Entre 1860 ha 1870, goude unvanidigezh Italia, e rankas mont d'an harlu gant he ziegezh. Repu a gavas e Roma dindan gwarez ar pab Pi IX.
Intañveziñ a eure ar gontez Trapani en 1892. Mervel a reas en Suis en 1901. Beziet e voe e Pariz.