Marie-Madeleine Guimard
Marie-Madeleine Guimard (Pariz, 27 Kerzu 1743 – Pariz, 4 Mae 1816) a oa ur gorollerez barrezioù en amzer ar roue Loeiz XVI. E-pad 25 bloaz e voe steredenn C'hoarigan Pariz.
Brudet e oa he c'harantezioù, hag he darempred hir gant priñs Soubise. Hervez Edmond de Goncourt e oa bet goulet ouzh d'Alembert perak e veze ken pinvidik korollerezed evel « La Guimard », kontrol d'ar c'hanerezed, ma respontas hennezh : "Un efed naturel eus lezenn ar fiñvoù".(Daveoù a vank)