Marie-Octobre (film, 1959)

Marie-Octobre a zo ur film gallek, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Julien Duvivier (1896-1967) e 1958.

C'hwec'hvet film ha tri-ugent Julien Duvivier an hini eo, bet savet war-lerc'h La Femme et le Pantin (miz C'hwevrer 1959) hag a-raok Das kunstseidene Mädchen (miz C'hwevrer 1960).

Doujañ a ra ar film ouzh reolennoù ar c'hoariva klasel dre ma tremen ar memes darvoud er memes lec'h hag er memes pennad amzer. N'eo ket souezh 'ta ma voe azasaet ur pezh-c'hoari gant Duvivier ha Henri Jeanson : sevenet gant Georges Folgoas (1927-2008) e voe skignet d'an 8 a viz C'hwevrer 1974 e framm an abadenn skinwel Au théâtre ce soir.

Fichenn deknikel

kemmañ

An danvez

kemmañ

Un nebeud bloavezhioù goude dibenn an Eil Brezel-bed ez eo pedet izili gozh ur rouedad harzerien da goaniañ en ti ma oa bet muntret ar penn anezhañ, Castille, gant an Alamaned. Graet e hent er vuhez gant pep hini anezhe, aes pe aesoc'h. Goude koan, Marie-Hélène Dumoulin, ostizez an ti ha kaserez lizheroù kozh ar rouedad dindan hec'h anv-brezel "Marie-Octobre", a gemenn d'he c'houvidi e oar-hi e oa bet gwerzhet Castille gant unan en o zouez... E gwirionez ez int bet pedet evit ma vo dizoloet dremm an treitour kousto pe gousto. Un damalladenn hag a ra d'an holl bezañ ken souezhet ha spontet gant an heug. Tamm-ha-tamm ez a an aergelc'h war bounneraat dre m'o devoa an holl berzhidi un abeg mat da werzhañ o c'heneiled. Hogos dre zegouezh e vo kavet an hini kablus hag a vo diskaret gant un tenn pistolenn digant "Marie-Octobre" a-barzh fin ar gont. Ha dialet ganti ar rouedad harzerien bet dispennet gant ar Gestapo ha war un dro Castille a oa... he c'hamarad kleiz ivez.

Roll ar gomedianed

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ