Marie Angélique de Scorailles
Marie Angélique de Scorailles de Roussille, dugez Fontanges, ganet e miz Gouhere 1661 ha marvet d'an 28 a viz Mezheven 1681, a oa ur serc'h d'ar roue gall Loeiz XIV. Seitek vloaz e oa e 1679, pa gouezhas etre divrec'h ar roue, a oa 41 bloaz. E serc'h diwezhañ e voe, rak war echuiñ e oa e zarempred gant markizez Montespan ha markizez Maintenon ne oa ket serc'h peogwir e timezas dezhañ.
Buhez
kemmañGanet e vefe e kastell Cropières, e Cantal hiziv. He familh a oa unan gozh eus Arvern. He zad Jean-Rigal de Scorrailles, aotrou Fontanges ha lec'hioù arall, a oa letanant ar roue. Eñ an hini a roas dezhi anv douar Fontanges, deuet dezhañ a-berzh e vamm, Gillelmine de Fontanges, anezhi diwezhañ diskennadez skourr henañ ar familh gozh-se ag Arvern. Brudet e oa kened Angélique de Scorraille, dimezell a Fontanges.
E 1678, e taolas César de Grollée, kenderv d'he zad, ouzh kened he c'heniterv, ma lavaras e karfe he c'hinnig d'al Lez evel plac'h a enor ar briñsez palatin, Liselotte von der Pfalz, dugez Orléans, ha c'hoar-gaer d'ar roue gall.
Mervel a reas en abati Port-Royal e Pariz, oadet 20 vloaz.
-
Liselotte von deer Pfalz